Ma ann avel garo diwar vor
Ne d-eo ket brao bout e toull ann nor.
— Na piou oc’h a skoit war va dor,
Da hanter-noz o c’houlen digor ?
Am anavout mad a eure Breiz ;
E deiz he anken me oa Lez-Breiz.
— Ma dor d’hoc’h-hu na zigorinn ket ;
Klevout oc’h eur gelen, am euz gret ;
Klevout oc’h eur gelen am euz gret,
Hag eneb d’ar roue benniget.
— Gelen, Doue zo test ! n’em onn ket
Na trubard a hent-all, ken-neubed.
Va malloz a roann d’ann drubarded,
Ha d’ar roue ha d’ar C’hallaoued !
Ho zeod a doll c’houez evel teod ki,
C’houez a splui ’vel c’houez re o leski.
Va malloz a roann d’ann drubarded !
Paneved-ho am be gonezet.
— Mab-den, mir na villigi morse
Kar, na diskar, na den evelse ;
Na dreist-ann-holl ann otrou roue,
Rag eolet e ma bet gand Doue.
— Eolet gand Doue ne ma ket bet :
Eolet gand ann diaol ne larann ket