Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/195

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Hag he floc’h klouar dal’m’ arvestaz,
Prederia enn droug a reaz :

— Enn hann doue ! mestr, chomet er ger ;
Eur gwall zevez hiriou a gijer !

— Chomm er ger, va floc’h, ne hallann ket,
P’am euz laret mont, renkann monet !

Ha monet a rinn tra vo buhez,
Buhez enaouet ebarz am c’hreiz,

Ken a zalc’hinn kalon roue ’nn-argoad
E-tre ann douar ha sol va zroad. —

C’hoar Lez-Breiz, kerkent ha m’her gwelaz,
Gand kabestr marc’h he breur a zaillaz :

— Va breur, va breur ker, ma em c’haret,
D’ann emgann hiriou na eot ket ;

Nemed d’ar maro na afac’h ze !
Ha petra vo ann omp goude-ze ?

Morvarc’h gwenn war ann od a welann ;
Eunn aer vraz divent endro d’ezhan ;

Endro d’he ziousker dren daou skoulm gwall,
Hag endro d’he vouelou tri skoulm all,

Daou endro d’he ziousker ha d’he c’houg ;
Hed he vrusk em stlej, hen gor, hen moug.