Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/117

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Morgezeg enn dro d’ehan ker stank
Hag ar geot war lez ar stank.

— Dalc’h mat ’ta ! dalc’h mat ’ta ! morvarc’h ;
Darc’h gand he benn ; darc’h mat ’ta, darc’h !

Ken a risk er goad ann treid noaz !
Gwas-oc’h-was ! darc’h ’ta ! gwas-oc’h-was !

Me wel ar goad evel eur waz !
Darc’h mat ’ta ! darc’h ’ta ! gwas-oc’h-was !

Me wel ar goad hed penn he c’hlin !
Me wel ar goad evel eul linn !

Gwas-oc’h-was ! darc’h ’ta, gwas-oc’h-was !
Arzaoi a ri benn arc’hoaz.

Darc’h mat ’ta ! darc’h mat ’ta morvac’h,
Darc’h gand he benn, darc’h mat ’ta, darc’h. —


III

Pa oann em bez ien, hunet dous,
’Kleviz ann er ’c’hervel, enn nouz.

He erigou hen a c’halve ;
Hag ann holl evned euz ann ne ;

Ha lavare dre he c’hervel :
— Savet prim war ho tiou-askel !

Ne ket kik brein chas pe zenved,
Kik kristen renkomp da gaouet ! —