Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Morvran goz, c’hleo ; lavar d’i-me :
Petra c’hoari gen-oud aze ?

— Tal Par enn-lu c’hoari gan-in ;
He zaoulagad ru a fel d’in ;

He zaoulagad a grapann net,
Abek d’az re en deuz tennet.

— Na te, louarn, lavar d’i-me
Petra c’hoari gen-oud aze ?

— He galon a c’hoari gan-i
Oa ken diwir ha ma hani,

E deuz c’hoantaet da lazo,
E deuz da lazet a bell zo.

— Na te lavar d’i-me, tousek,
Petra rez aze ’korn he vek ?

— Me a zo ama ’n em laket,
’C’hortoz he ene da zonet.

Gan-i-me vo tra vinn er bed,
Enn damant glan oc’h he dorfed

E kever ar Barz na jomm ken
Etre Roc’h-allaz ha Porz-gwenn. —