Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/116

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Mard-eo gan-in stouet ma bek,
Mar ’m euz keuz, ne ket heb abek.

Evid aoun me n’am euz ket,
Meuz ked aoun da vout lazet ;

Evid aoun me n’am euz ket ;
Amzer awalc’h ez onn-me bet.

Pa vinn ket klasket vinn kavet ;
Ha pa ’z onn klasket ne’z onn ket.

Na vern petra a c’hoarvezo :
Pez a zo dleet a vezo.

Red eo d’ann holl mervel teir gwes,
Kent evid arzao enn-divez.


II

Me wel ann hoc’h ’tont dioc’h ar c’hoad,
Hag hen gwall-gamm, gwallet he droad ;

He vek digor ha leun a wad,
Hag he reun louet gand ann oad ;

Hag he voc’higou tro-war-dro,
Gand ann naon braz o soc’ho.

Me wel ar morvarc’h enep-tont,
Ken a gren ann aot gand ar spont.

Hen ken gwenn evel ann erc’h kann ;
Enn he benn kerniou arc’hant.

Ann dour dindan han o virvi,
Gand ann tan daran euz he fri ;