Nemed eur frapad boukedou,
Bleuniou lila ha rozennou,
Ha dreist-holl eur rozennik gaer,
Savet e kornig ar voger ;
Me ia d’he c’hlask d’hoc’h mar keret,
Da lakat laouen ho spered.
Braoik fe ! koant hag a feson
Da lakat laouen eur galon !
Ma ve ma c’hudon ar c’hlizin,
Teufe da gouea war-n-ezhin.
Me ia da bignat d’ar c’hreunial ;
Marse ma eet di, o nijal.
Chomet, mignon kaer, gortoet,
Me ia ma unan da welet.
D’ar c’hreunial d’al lae onn bet,
Na koulm e-bed n’em euz kavet,
Nemed ann damoezennik-man,
Hi chomet warlec’h he unan :
Lak-hi deuz da dok mar kerez,
Da gaout frealzidigez.
Kemend a c’hreun zo enn damoen,
Kelliez evn gand ma c’houlm wenn,
Dindan he eskel, enn he neiz,
Hag hi ker goustadik e kreiz.
Mont a rann d’ar park da welet.