Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/514

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ar breutaer.

Harz, ma mignon, na iaffec’h ket,
Sotra refec’h ho potou ler ;
Me ia ma unan enn ho lec’h.

Ne gavann koulmik mod e-bed
Nemed eunn aval ’meuz kavet,
’Nn aval-ma, krizet a bell-zo,
Dindan ar ween, ’touez ann delio.
Enn ho jakotik likit hi,
Da rei d’ho kudon da zibri,
Ha neuze na oelo ket mui.


ar bazvalan.

Ma mignon, ho trugarekat ;
’Vit ma krizet, eunn aval mad
Ne d- eo ket kollet he c’houez-vad ;
Met n’em euz c’hoant deuz aval’bed,
Deuz bleun na deuz tamoen e-bed,
Ma c’houlmik renkann da gaouet,
Me ia ma unan d’he c’herc’het.


ar breutaer.

Trou Doue ! he-man zo potr fin !
Deuz ’ta, ma mignon, deuz gan-in ;
Da goulmik wenn ne ket kollet,
Me ma un em euz hi miret,
Em c’hambr, enn eur gaoud olifant,
Ar biri a aour hag arc’hant.
Hag hi dreoig enn hi meurbed,
Ker probik, ker brao, ker fichet.