Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ar bazvalan.
Ma mignon, n’em godiset ket ;
Ma c’houlmik wenn p’euz ket gwelet ?
N’em bo, a-vad, plijadur ’bed,
Ken n’am bo ma c’houlmik kavet.
ar breutaer.
Da goulmik, n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.
ar bazvalan.
Den iaouang, eur gaou a lerez,
Gwelet e bet gand re oa mez,
Hag o nijal trezek da bors,
Hag o tisken barz da liors.
ar breutaer.
Da goulmik n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.
ar bazvalan.
Ma c’hudon vo kavet maro,
Ma na zeu ked he far endro ;
Mervel a rei ma c’hudon baour :
Me ia da welet dre ann nour.
ar breutaer.
Harz ! ma mignon, na iaffec’h ket,
Me ia ma unan da welet.
D’am liorz, ma mignon, onn bet
Na koulmik ’bed n’em euz kavet