Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/468

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Licherieu enn oter, kroez ha kaliz sotret,
Ha get-he ar c’hlehier e pep parrez leret ;
Enn iliz e begin, a he madeu forhet ;
Ag enn armel santel keh Jezuz forbannet ;

Sotret e enn iliz ; laket de varchosi,
Kouls ’el enn oter-vraz de ur dol a zibri ;
Er gwir grechenion, enn dud vad e ouilein,
Hag ar re fall bep le, bep le oc’h ho goanein !

O men Doue, fachet oc’h a-c’hoz d’hun pec’hedeu !
Ni unan zou kiriek de holl hun poenieu ;
Pa vemp fidel d’e-hoc’h, e vec’h fidel d’e-omp,
Pelleit omp-ni doh hoc’h, ha hui bella doh omp,

Enn hou gourdrouz, neoah, leun oc’h a vadeleah,
Hag e-kreih hon anken hui genik d’imp er peah.
True ! men Doue ! true ! ni zou hou pugale,
Deuz enn droug hun ez groet distolet d’imp arze !

D’er roanteleah holl, d’enn iliz glac’haret,
Dakoret, men Doue, hou madeleah, abred.
Hou pet true doh omp, o Doue a garante,
Dakoret d’imp er peah, dakoret d’imp er fe.