Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/469

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Pe gourz e vehemp-ni, bugulion ha deved,
Eit hou melein, men Doue, el a-gent, dastumet ?
Pe gourz e tei enn de de sehein hun dareu,
Ha de ganein gloer d’hoc’h enn hun ilizieu ?

O de a eurusted ! o de lan a zouzter !
Me sonj a zou gen-id peb heur ha peb amzer.
O Doue a vadeleah hastet enn termen-ze,
Eit ma hellin-me hoah gwelet mem bugale !

Ke, kanen hirvouduz, konfort a me spired,
Ke, ha lar de me fobl, holl me glac’har kalet.
Douget-hi, eled mad, ha leret mad d’ehe,
E ma ha de ha noz holl me sonjeu get-he.

Turhunel, estik-noz, ged enn amzer neue,
E iehet de ganein doh dor mem bugale ;
Ha perak ne hallan neinjal eue gen-hoc’h,
Eit monet, dreist er mor, bed hon bro, aval hoc’h ?

Ah ! groeit aoel em lec’h, kanet a bouiz hou penn :
— Dalc’het mad doh er Fe, dalc’het doh hou lezen !
Ha groeit d’ehe reskont : — Ni zalc’ho doh er Fe !
Kentoc’h meruel mil gwech eid ankoueat hun Doue ! —