Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

M’ hou koulan a me zu ; mes, oh ! peh un drue !
N’hec’h ouez ket mui a dad, na me a vugale !

O keh devedigeu ! petra vou a anehoc’h ?
Piue hou konfortai, piue rei sikour d’hoc’h ?
O Jezuz ! bugul mad, hou pet sonj anehe,
Hag astennet ho torn e bep amzer d’ehe.

Isprideu euruz o sent ha sentezed,
Ha hui, rouanez enn nean, chomet get he borpet !
Reit hu d’ehe sikour enn hou oberieu,
Ha reit konfort d’ehe e holl hou zrebileu.

O doar a Vreih-izel, o mem bro glac’haret !
E pe mor a gloe e oud-de bet tolet ?
Gwech-arall e ouez brao, joiuz, ha leuen ;
Bermen te zou mantret, siouah ! ged enn anken !

Ur vanden treitourion hemp fe hag hemp lezen,
E dez de zorblet ha laket peb-eil-benn ;
Lammet hou dez gen-id holl joieu de galon ;
Forbannet eskobed, menec’h ha beleion.

Eskobed, beleion ha menec’h, forbannet ;
Ged el leanezed er vro holl dilezet ;
Tamm oferen bet mui, na tamm sakramanteu,
Hag enn drein e kreskein ebarh hun ilizieu !