A oude enn amzer kri ha diskonfortuz
Ma on pellet doh hoc’h dre urzeu trueuz,
Dirak men deu-leged perpet holl hon kwelan,
Hag ar hou poenieu de ha noz e ouilan.
O de lan a c’hlac’har, o de lan a driste !
En dez me distaget doh hoc’h, mem bugale ;
O kimiad glac’haruz ! Keit ha me veveinn
M’em bou sonj aneoud ; biken ne t’ankoueinn !
Aval doh Jeremi pe doh er geh Juived,
Er ger a Vabilon pel amzer sklavehet,
Bamde, enn ur zonjal e holl hou poenieu
Get houlenneu er mor e kaijan men dareu.
Ar ur roc’h azeet, me unon, tal enn od,
E ouilan get glac’har, ha gluban men deu-chod,
A gluban men deu-chod, siouah ! get men dareu
Enn ur zonj anehoc’h em oc’h trez er morieu.
O tud vad benniget ! men ema oet arze
Enn amzer euruz hont ha me c’havec’h bamde,
Eit kleuet konz Doue, ha diskarg hou kalon,
Hag eit hou konfortein dre er gomunion !
Ha mem bugale geh ! e pe stad e oc’h-hui ?
Hui em goulen bamde ha n’em c’havet ket mui ;
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/466
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ