Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/444

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Laket t’euz ann tan em zi forn,
Ha devet Triouec’h loen-korn.

Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz ! dre wall-ioul, ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !

Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Laket ann tan e seiz bern ed,
Seiz iliz, seiz belek devet !

— Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz ! dre wall-ioul ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in
Gwalla teir euz da c’hoarezed,
Lahan va nizez Morised !

— Va mamm, me voar ervad am euz
Siouaz ! dre wall-ioul ha dre reuz,
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Kollet t’euz d’in va leor bihan,
Va flijadur war ar bed-man.

— Va mammik paour, em pardonnet ;
Ho leor bihan n’eo ket kollet :