Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ma barz ar mor tregont goured,
Eur pesk alaouret d’he viret.

N’euz erruet droug ebet gant-han
’Met gant teir feillen anean ;
Unan dre zour, un all dre wad,
Un-all dre zaero ’m daou-lagad. —

Neuze he baeron, oa gant-han,
E deuaz da gomz evit han.
— Te zo eur vamm kri a galon,
Da lezel da vap heb pardon !

Penoz, mamm gri ha dinatur,
Bardonfez ket da grouadur !
Ma ia da vugel d’ann ifern,
Te iei ive kig hag eskern.

— C’hoaz kent evit m’az pardoninn,
Eunn dra bennag e larfez d’in
Demeuz ar pez a t’euz gwelet
Aboe m’oud eet diwar ar bed.

— Va mamm, va mamm, ma em c’hredet,
Koue d’ar gwener na refec’h ket ;
Neb a verv lijo d’ar gwener,
Paredi ra goad hor Salver ;

Lamfet ket ’r c’houk digand ar iar
Na Iann ar-boc’hig digand par ;
Ar c’hilog a gan enn uc’hel,
A gan pa gan ann ebestel ;

Pa gan ar c’houk da hanter-noz,
Kan ann elez er baradoz ;
Pa gan ar c’houk, pa strink ann de,
E kanont holl, sent hag ele.