Eet oc’h holl aman da gousket,
Nemet ma unan onn chomet,
Me a zo chomet ma unan
Aman, evit pakan ann tan.
— Na dre belec’h oc’h-hu deuet ?
Ma dorojo em boa prennet ;
Prennet em boa ma dorojo.
Ha moraillet ma frenecho.
— Mar poa prennet ho torojo,
Me voar ann doare a bell zo.
Enaouet goulo, c’houezet tan,
Ha welfec’h daou e-lec’h unan. —
Ar goulo pan oa enaouet,
Meurbed ema hi bet spontet.
O welet daou war al leur-zi,
Da hanter-noz o komz out-hi.
— Tevet, va mamm, na spontet ket ;
Me eo ar mab hec’h euz ganet,
Zo deut eur wech c’hoaz d’ho kwelet :
Bennoz va mamm am euz kollet.
Mar d-eo va mab ez eo he-men ;
M’em boa he lianet e gwenn
Hag hen deut e du d’am gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?
Du eo da varc’h, du oud ive ;
Ker garv he reunen ma pikfe ;
C’houez karno rostet a glevann.
Va malloz gand va mab Skolan.
— War marc’h ann diaoul onn deut aman
Gant-han d’ann ifern ez eann ;
Me ia d’ann ifern da leskin,
Ma na geret ma fardonin.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/443
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ