Pa oa D’Aubigny enn emgann,
Ne oa den, na braz na bihan
Na zigore he zaoulagad
Oc’h he welet o leuskel goad.
He vleo, he zremm, hag he zillad
Ne oant penn-da-benn nemed goad
Distrinket demeuz ar Zaozon,
Drema treuze d’he ar galon.
Hen a welet, war ann dachen,
Reiz he galon, huel he benn,
Heb muia van d’ar bolodou
Evel pa vizent bet stoufou.
II
Potred Breiz-izel a gane,
O tont war ann dachen, neuze :
— « Neb en deuz goneet teir gwech,
« A c’honeo n’euz fors pet kwech!
« E Kamared, enn amzer-hon
« E oa diskennet ar Zaozon;
« Bragal a reent, war ar mor,
« Gant ho gweliou gwenn-kann digor,
« Gant tennou kouezjont war an od,
« Evel ma vijent kudonod,
« Deuz pevar mil e oant eno,
« Na zistroaz hini d’he vro.
« E Gwidel e oent diskennet,
« E Gwidel e douar Gwenned;