Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/436

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« E Gwidel int bet douaret,
« Evel ma oent e Kamaret.

« E bro Leon, rag enez-c’hlaz,
« Gwech-all, e oent diskennet c’hoaz;
« Kemend a wad defant losket
« Ken a oa ar mor glaz ruiet.

« N’euz, e Breiz, na boden, na bern
« E-lec’h na gaver ho eskern;
« Koun ha brini oc’h ho sachat,
« Glao hag avel oc’h ho c’hannat. » —

Arserien bro-Zaoz pa glevzont,
Gand estlamm arzao a rezont;
Ker kaer ann ton hag ar c’homzaou,
Ken e oant bamet o selaou.

— Arserien Bro-Zaoz, leveret,
Skuiz oc’h eta, pa ehaned? »
— Ne d-omp ked skuiz, pa ehanomp,
Kouls ha re-hont, Bretoned omp! —

Oa ked ho c’homz peur lavaret :
— Gwerzet omp! tec’homp kuit, potred!
Hag ar Zaozon prim d’ho listri;
Hogen na dec’haz nemet tri.

III
Er bloavez-ma mil-ha-seiz-kant
Hag eiz ouspenn hag hanter-kant,