Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

EMGANN SANT-KAST


— IES KERNE —

I
Breiz ha Bro-Zaoz enebourien,
Evit-ho bout amezeien,
A zo bet laket er bed-men
D’en emfibla da virviken.

Pa oann kousket, enn nozvez all,
E kleviz son ar c’horn-buhal,
Son ar c’horn-bual, e koal-Sal :
— «Ho! Saozon ! Saozon! Saozon fall !»

Ha dal’ ma saviz antronoz,
Gweliz oc’h erruout ar Saoz;
Gweliz he zoudarded erru :
Sternou alaouret dillad ru.

War ann od ha pa oant ledet,
Gweliz o tont ar C’hallaoued,
D’Aubigny gant-he ’r penn kenta,
He glenv noaz enn he zorn gant-ha.

— Arog! a laie D’Aubigny,
Ma dec’ho nekun ouz omp-ni!
Ai ta! va fotred doc’htu!
Arog d’am heul! ha pegomp du! —

Ar C’halloued a respontaz
Holl war eunn dro, pa he glevaz :
— Deomp gand D’Aubigny troad-oc’h-troad;
Denjentil eo kouls ha potr mad! —