Pet zo anhe leverinn d’hec’h :
Pet zo anhe, otrou : pemp, c’houec’h,
Seiz, eiz, nao, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.
Pemzek ! ha lod all c’hoaz war lerc’h :
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h
Seiz, eiz, nao, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.
— Mar d-int tregont kouls evel-d-omp,
Arog ! potred, ha bec’h war-n-omp !
Prim d’ho c’hezek gand ar skoursal !
Na zebfont ken glaz hor segal ! —
Ker buhan a gouee ann toliou
Ha morzoliou war anneoiou ;
Ker koevet a rede ar goad
Hag ar waz goude ar barrat
Ha ken didammet ann harnez
Egal pillennou ar paourkez ;
Ha klemm ar varc’heien er c’hloaz,
Ker rust eget mouez ar mor braz.
Pennbroc’h a lavare neuze
Da Dinteniak, pa dostae ;
— Dall tol ma goaf mad, Tinteniak ;
Daoust hag eo hen eur gorsen wak ?
— Pez a vo gwag, e-berr amzer :
Pouden da benn, va mignon kaer ;