Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hogen ne ked he vorzoliou
Hebken, a sko war hon noriou ;
Ne d-eo ked ar grizil hebken
A lak da strakal ann doen ;

Ne d-eo ket hebken ar grizil ;
Ne ked ar glao a zarc’h a-buill ;
Gwasoc’h eged avel ha glao
Ar Zaozon fall ann hini-eo !


II

— Otrou sant Kado, hor paeron,
Roit-hu d’eomp-ni nerz ha kalon.
Ma c’honeimp, hiriou ann deiz,
War enebourien euz a Vreiz.

Mar deomp-ni d’ar ger war hor c’hiz,
Ni a roi d’hoc’h-hu eur gouriz,
Hag eur jupen aour, hag eur c’hlenv,
Hag eur vaniel c’hlaz liou ann nenv ;

Ma laro ann dud, o sellet,
Otrou sant Kado benniget :
« Kouls er baroz hag enn douar,
Sant Kado n’en deuz ked he bar ! —


III

— Lavar d’i-me, lavar d’i-me,
Pet zo anhe, va floc’hik-me ?
— Pet zo anhe leverinn d’hec’h :
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h ;