Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
III
Pa oa sonerien ann ebad
O tont d’ar gear noz-divezad,
Setu ann aotrou braz fichet :
— C’hoari gaer er fest a zo bet?
— C’hoari gaer awalc’h enn eured,
Med ar plac’h nevez zo kollet.
— Ar plac’h nevez a zo kollet?
Ha c’hoant vez gan-e-hoc’h d’he gwelet?
— C’hoant awalc’h hor be d’he gwelet,
Ma n’hor be poan na droug e-bed. —
Oa ked ho c’homz peurlavaret
Pa oant gand ann aod digouezet;
Ha gand eul lestr digemeret,
Hag ar mor braz a oa treuzet,
Lenn ann Anken hag ann Eskern,
Ha pa oant e toull ann ifern.
— Setu sonerien hoc’h eured
A zo deut evid ho kwelet.
Petra rofac’h d’ann dud vad-ma,
A zo deut d’ho kwelet ama ?
— Dalit seizenen va eured,
Kasit-hi gan-e-hoc’h, mar keret: