Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/255

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Dalit bizou aour va eured,
Kasit-han d’ar gear d’am fried.

Livirit d’ezhan : « na oel ket,
N’e deuz na c’hoant na droug e-bed. »

Kasit-han d’ar gear d’am fried,
A zo intanv deiz he eured.

Me zo enn eur gador aouret,
O veski mez d’ar re zaonet. —

IV
N’ho doa ket great eur gammed grenn,
Pa glevzont tenn’ eur iouc’hadenn :
 
— Mil malloz d’e-hoc’h-hu, sonerien ! —
Puns ann ifern oa war he fenn.

Mar defe he seizen miret
Kouls ha bizou aour he eured,

Kouls hag he bizou benniget,
Puns ann ifern oa kounfontet.

V
Ann neb a ra tri dimizi,
Tri dimizi heb eureuji,
Ez a d’ann ifern da leski,

Ken distak diouz ar baradoz,
Ha ma ’nn delien zeac’h diouz ar roz;

Ker kuit diouz baradoz Doue,
Ha ma’r skour trouc’het diouz ar gwe