Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
O vont tre barz ann iliz,
Oa ker kaer evel bleun al liz;
O tont endro trezek dor-zal,
Oa ker vaen hag eunn durzunal.
Setu eunn aotrou braz fichet,
Hag hen penn-da-benn houarneset;
Hag eunn tok-houarn aour war he benn,
Hag eur paltok ruz war he gein;
He lagad evel luc’heden,
Dindan he dok-houarn enn he benn;
Ha gant-han eunn inkane saoz;
Hag hen ken du evel ann noz,
Eunn inkane, tan diouc’h he dreid,
Evel hini ’nn aotrou marc’hek,
Ann aotrou Piar Izel-vet,
(Bezet gant Doue pardonet!)
— Taolit d’i-me ar plac’h neve,
Da gas da welet d’am zud-me;
Da gas d’am zud-me da welet;
Bremaig e vinn distroet —
Kaer oa gortoz ar plac’h nevez,
Ar plac’h nevez na zistroez