Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/198

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ha pa oe ar seiz vloa tremenet,
Seul he dreid gand he zae oa kignet :

Ha louet he varv ha bleo he benn,
Hag he varv o tont war he varlen ;

Hag hen evel eur wozen dero
Hag a vize seiz vloa zo maro.

Ann neb en divize he welet.
N’en divize he anavezet ;

Nemed eunn itron wenn her greaz.
O vont ebiou dindan ar c’hoat glaz :

Hag hi sellet out-han, ha goela :
— Lez-Breiz, va mab kez, ha te eo’ta !

Deuz ama, va mab paour, deuz ama,
M’az inn-me raktal d’az tizamma

M’az tichadenninn gand va gwentl aour :
Me eo da vamm, santez Anna ’r vour ! —


II

Ha brenan seiz vloa hag eur miz krenn
Oa he floc’h d’he glask e peb tac’hen.

Hag he floc’h a lavare ’vel-man,
O vont gant he hent e koad Hellean :

— Evid me bout lazet he lazer,
Me am euz kollet va otrou ker. —

Evel pa glevaz e penn ar c’hoat.
Eur marc’h ez-kanvuz o c’houirinat.