Ann Otrou Doue liv en deuz roet
D’am dibenna berr, d’ar C’hallaoued,
Ha liv a ra breman ive d’hoc’h
D’am daspenna, mar plijfe gan-e-hoc’h,
Abalamour ma oenn truezuz
E kever va zud ha damantuz.
— Mar ro d’in liv ann Otrou Doue
D’ho taspenna, mar plij gan-i-me,
Abalamour e oec’h truezuz
E kever ho tud ha damantuz ;
Ra viot-hui, va map, daspennet
Enn han Doue, Tad, Mab ha Spered ! —
Ha dre nerz euz ann dour benniget,
Ann tasman da zen a zo deuet.
Pa oe deuet ann tasman da zen,
Al lean a gomzaz evelhenn :
— Breman a reot eur binijen,
Eur binijenn galet gan-i-men :
Eur zae blom e-pad seiz vloa ’zougfet,
Hag e kerc’hen ho koug chadennet ;
Ha c’hui a iei peb kreiz-tez war-iun,
Da vid dour da feunteun-beg-ar-run.
— Ra vezo gret hervez hoc’h ioul c’hlan
’Vel ma leveret, hel lavarann. —