Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hag he varc’h kerkent ha ma fronaz,
Asc’houirinat, o fringal, a reaz.
Hag e penn ar c’hoat pa oe digouet,
Marc’h du Lez-Breiz en deveuz gwelet.
Hag hen enn he stou ’tal ar feunten,
Nag eva na puri n’eure grenn ;
Nemed musa ’nn dirien c’hlaz n’eure ;
Ha gand karn he dreid a ziskrape.
Ha sevel he benn goude eure,
Ha c’houirinat kanvuz adarre ;
Ha c’houirinat kanvuz adarre :
Darn a lavar penoz e oele.
— Ozac’h koz, leo, o tont d’ar feunten,
Ha piou a gousk dindan ar voden ?
— Lez-Breiz a zo dindan hi kousket :
Tra vezo Breiz a vezo brudet ;
Dihun a rai e berr o iouc’hal,
Hag a rei ho stal da re Vro-C’hall.