Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
sant vaze, XXVI.

lians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz evit remission ar pec’hejou. (29) Hogen, lavaret a ran deoc’h penaos na evin mui euz ar frouez-se euz ar winien, beteg an deiz-ze en pehini ec’h evin anezhan nevez ganeoc’h en rouantelez va Zad.

(30) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont er meaz da Venez Olived.

(31) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz-man e vezin caoz deoc’h holl da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset. (32) Mes, goude ma vezin resussited, ez in araog deoc’h en Galile. (33) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan : Ha pa gavfe an holl lec’h enoud da gweza, evidoun-me na gwezin biken. (34) Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez e lavaran d’id penaos, en noz-man, araog ma cano ar c’hilloc, em nac’hi teir gwech. (35) Per a lavaraz dezhan: Ha pa ve rêd d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel-t’han.

(36) Neuze Jesus a ieaz ganthe da eul lec’h hanvet Gethsemane ; hag e lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman epad ma’z in a-hont da bedi.

(37) Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet. (38) Hag e lavaraz dezhe : Va ene a zo trist beteg ar marô ; choumit aman ha beillit ganen.

(39) Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret : Va Zad,