mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir-ze pell diouzin... Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id. (40) Neuze o tond etrezeg he ziskibien, e kavaz anezhe kousket ; hag e lavaraz da Ber : Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket gallet beillia eun heur ganen ! (41) Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation ; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.
(42) Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret : Va Zad, ma na hell ar c’halir-ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo grêt da volontez.
(43) Hag e teuaz, hag ho c’havaz kousket adare ; rag ho daou-lagad a oa pounereet.
(44) Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou.
(45) Neuze e teuaz da gavoud he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Kouskit c’hoas ha kemerit ho repos ! Setu deuet an heur, ha Mab an den a ia da veza livret etre daouarn ar bec’herien. (46) Savit ; deomp ; setu, an hini a drahis ac’hanoun a dostâ.
(47) Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a-berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl. (48) Hag an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sîn-man: An hini a bokin dezhan, hennes eo, crogit enhan. (49) Ha rag-tal e tostaaz ouz Jesus, hag e lavaraz