hep goell, an diskibien a zeuaz da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : En pelec’h e fell d’id e preparfemp d’id evit dibri prêd ar Pask ? (18) Hen a respontaz : It en kear da gavoud hen-a-hen, ha livirit dezhan : Ar mestr a lavar : Va amzer a zo tost ; ober a rin ar Pask en da di gant va diskihien. (19) Hag an diskibien a reaz evel m’hen doa Jesus gourc’hemenet dezhe, hag e preparjont ar Pask.
(20) Pa oe deuet an abardaez, en em lakaad a reaz ouz taol gant an daouzec. (21) Ha pa oant o tibri, e lavaraz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag int glac’haret braz, en em lekeaz, pep hini anezhe, da lavaret dezhan : Aotrou, ha me eo ? (23) Mes hen a respontaz : An hini a laka he zorn ganen er plât, hennes eo am zrahisso. (24) Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben ; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den ; gwell e vez d’an den-ze na vije ket bet ganet. (25) Ha Judas, pehini hen trahisse, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, ha me eo ? Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret ec’h euz.
(26) Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz hara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c’horf. (27) Neuze e kemeraz ar c’halir, hag o veza rentet grasou, hen roaz dezhe, en eur lavaret : Efit holl euz anezhan ; (28) rag he-man eo va goâd, goâd an al-