Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
sant vaze, XXV.

erru ar pried, deuit er meaz da rancontr anezhan. (7) Neuze an holl werc’hezed a zavaz, hag a breparaz ho lampou. (8) Hag ar re foll a lavaraz d’ar re fûr : Roit deomp euz hoc’h eôl, rag mouga a ra hon lampou. (9) Mes ar re fûr a respontaz, en eur lavaret : Gant aoun n’hor be ket awalc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavoud ar re a werz, ha prenit evidoc’h hoc’h-unan. Mes, e-pad ma’z eent da brena, (10) ar pried a zeuaz ; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan en sâl an eured, hag e oe serret an nor. (11) Goude-ze, e teuaz ive ar gwerc’hezed all, hag e lavarjont : Aotrou, Aotrou, digor deomp ! (12) Mes hen a respontaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket.

(13) Beillit eta, rag na ouzoc’h nag an deiz nag an heur ma teuio Mab an den.

(14) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn. (15) Ha da unan e roaz pemp talant, da eun all daou, ha da eun all unan ; da bep hini hervez he c’halloud ; hag ez eaz en hent rag-tal. (16) Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe ; hag a c’hounezaz pemp talant all. (17) Er memeus feçon, an hini hen doa bet daou, a c’hounezaz ive daou all. (18) Mes an hini n’hen doa bet nemed unan, a ieaz hag a doullaz en douar, hag a guzaz arc’hant he aotrou. (19) Pell goude, aotrou ar vevelien-ze a zistroaz, hag a reaz dezhe renta count. (20) An hini hen doa bet pemp