Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
sant vaze, XXV.

(44) Rag-se c’houi ive en em zalc’hit prest ; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. (45) Piou eo eta ar servicher fidel ha fûr a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent ? (46) Eürus ar servicher-ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel-se pa erruo. (47) E gwirionez hen lavaran deoc’h, he lakaad a raio da gommandi var he holl vadou. (48) Mes m’ar d’eo eur servicher fall, pehini a lavar en he galon : Dale a ra va aotrou da zond ; (49) ha mar en em laka da skei gant he gen-servicherien, da zibri ha da eva gant mezverien ; (50) aotrou ar servicher-ze a zeuio d’an deiz na vezo ket ouz he c’hortoz, ha d’an heur na ouvezo ket ; (51) hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited : eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent.


CHABISTR XXV.


(1) Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried. (2) Hogen, pemp anezhe a oa fûr, ha pemp a oa foll. (3) Ar re foll, en eur gemeret ho lampou, na gemerjont ket a eôl ganthe. (4) Mes ar re fûr a gemeraz eôl en ho vesselliou gant ho lampou. (5) Hag evel ma talee ar pried da zond, e voredjont holl hag e choumjont kousket. (6) Hogen var-dro hanter-noz, e oe klevet tud o crial : Setu