Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
sant vaze, XXIV.

pil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.

(32) Hogen deskit eur barabolen dre ar wezen-fiez : Pa gommans he brancou beza tener hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h penaos eo tost an hanv. (33) Evel-se ive c’houi, pa velot kement-se holl, gouezit ervad ema tost Mâb an den hag ema e-kichen an nor. (34) E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar generation-man na dremeno ket ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (35) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou-me na dremenint ket.

(36) Mes den ne anavez an deiz nag an heur-ze, nag an êlez euz an env ken-neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den ; (38) rag, evel en deiziou araog an diluj, e oant o tibri hag oc’h eva, o timezi hag o rei da zimezi, beteg an deiz ma’z eaz Noe ebarz an arc’h ; (39) hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan ; evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den. (40) Neuze, deuz daou a vezo er park, unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (41) deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag eben lezet. (42) Beillit eta ; rag na ouzoc’h ket da be heur e tle dond hoc’h Aotrou.

(43) Hogen gouezit an dra man, penaos ma ouefe ar pen-tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di.