magerezed en deiziou-ze ! (20) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goan, nag en deiz ar sabbat ; (21) rag bez’ e vezo neuze eun affliction vraz, evel n’euz ket bet adaleg commansamant ar bed bete vreman, ha na vezo biken. (22) Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou-ze, na vije bet den saveteet ; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.
(23) Neuze, mar lavar unan-benag deoc’h : Ar C’hrist a zo aman ; pe : A-hont ema ; na gredit ket. (24) Rag sevel a raio fals-Christed, ha fals-profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho-unan. (35) Setu c’houi avertisset breman. (36) Rag-se mar bez lavaret deoc’h : Eman ar C’hrist en dezert ; n’az it ket : Eman er c’hambchou distro, na gredit ket. (27) Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zav-heol ha ma sclera beteg ar C’huz-heol, evel se ive e vezo donedigez Mab an den. (28) Rag en pelec’h-benag ma vezo ar c’horf marô, eno en em zastumo an êgled.
(29) Rag-tal goude an affliction euz an deiziou-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet. (30) Neuze e vezo gwelet sîn Mab an den en env ; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz. (31) Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drom-