Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
sant vaze, XXIV.

ar C’hrist, hag e tromplint kalz a dud. (6) Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud-brezel ; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou-ze c’hoarvezoud ; mes ar fin na vezo ket c’hoas. (7) Rag eur bobl a zavo a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a lec’h. (8) Mes kement-se holl na vezo nemed commansamant ar poaniou. (9) Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h ; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hanô. (10) Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile. (11) Ha meûr a fals-profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. (12) Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao en calon kalz a dud. (13) Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (14) Hag an aviel-man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou ; ha neuze e teuio ar fin.

(15) Pa velot eta el lec’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra dolo-plêt an hini a lenno anezhan), (16) neuze, ar re a vezo er Jude, ra dec’hint er meneziou ; (17) an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e-bed euz he di; (18) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he giz evit kemeret he zillad. (19) Malheur d’ar groagez o tougen frouez, ha d’ar