Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
sant vaze, XXV.

talant a zeuaz eta, hag a zigassaz pemp talant all, en eur lavaret : Aotrou, pemp talant ez poa roet d’in ; setu aman pemp talant all em euz gounezet ouz-pen. (21) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mâd ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da Aotrou. (22) An hini hen doa bet daou dalant a zeuaz ive, hag a-lavaraz : Aotrou, daou dalant ez poa roet d’in ; setu aman daou dalant all em euz gounezet ouz-pen. (23) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mâd ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da aotrou. (24) Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd elec’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum elec’h n’ec’h euz ket skuliet ; (25) ha dre ma’m boa aoun araz’oud, ez oun eat hag em euz kuzet da dalant en douar ; setu aman d’id ar pez a zo d’id. (26) Mes he Aotrou a respontaz dezhan : Servicher fall ha didalvez, te a ouie penaos e vedan e lec’h n’em euz ket hadet, ha penaos e tastuman e lec’h n’em euz ket skuliet, (27) neuze ’ta e tliez rei va arc’hant d’ar varc’hadourien-arc’hant, ha pa vijen deuet em bije tennet ar pez a zo d’in gant an interest. (28) Lammit eta an talant diganthan ; ha roit-han d’an hini hen deuz dek talant. (29) Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h ; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus