penaos oud-de antreet aman hep kaoud eur zae a eured ? Hag he-man a choumaz serret he c’henou. (13) Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien : Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolit-hen en devalijen a-ziaveaz ; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent. (14) Rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.
(15) Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. (16) Hag e kassjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud. (17) Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra-man : Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar ? (18) Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz : Hipocrited ma’z oc’h ! perag e tentit-hu ac’hanoun ? (19) Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paeer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. (20) Hag hen a lavaraz dezhe : Imach piou, hag hanô piou eo ar re-man. Int a lavaraz dezhan : Euz a Cezar. (21) Neuze e lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. (22) Pa glevjont kement-se e oent souezet ; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.
(23) En deiz-ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen-man outhan : (24) Mestr, Moises