Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
sant vaze, XXII.



CHABISTR XXII.


(1) Jesus a gomzaz c’hoas outhe dre barabolennou, hag a lavaraz :

(2) Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab ; (3) hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured ; mes ne fellaz ket dezhe dond. (4) Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe : Livirit d’ar re a zo pedet : Va lein em euz preparet ; va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest ; deuit d’an eured. (5) Mes int na rejont van ebed euz a gement-se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. (6) Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall-dretaz, hag ho lazaz. (7) Pa glevaz ar roue kement-se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded d’y, e tistrujaz ar vuntrerien-ze, hag e tevaz ho c’hear. (8) Neuze e lavaraz d’he vevelien : An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet ne oant ket dign. (9) It eta er c’hroaz-hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. (10) Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mâd ha fall, ha sâl an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol. (11) Hag ar roue, o veza eat ebarz evit gwelet ar re a oa ouz taol, a velaz eno eun den ha n’hen doa ket gwisket eur zae a eured. (12) Hag e lavaraz dezhan: Va mignon,