Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
sant vaze, XXII.

hen deuz lavaret : Mar marv unan-benag hep bugale, he vreur a zimezo d’he intanvez, hag a zavo lignez d’he vreur. (25) Hogen, bez’ e oa en hon touez seiz breur, hag ar c’henta, goude beza bet dimezet, a varvaz ; hag o veza n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg gant he vreur. (26) Evel-se a reaz ive an eil, an trede, beteg ar seizved. (27) Goude ar re-man holl, ar vreg a varvaz ive. (28) Er resurrection eta, da behini euz ar seiz e vezo-hi greg, rag int holl ho deuz bet anezhi ?

(29) Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. (30) Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hroagez, nag ar groagez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. (31) Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varô, n’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue : (32) Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob ? Doue n’eo ket Doue ar re varô, mes Doue ar re veô. (33) Hag ar bobl, o klevet kement-se a oa souezet braz euz he gelennadurez.

(34) Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz. (35) Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv : (36) Mestr, pehini eo ar gourc’hemen braz euz al lezen ?

(37) Jesus a lavaraz dezhan: Karoud a ri an Ao-