Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
sant vaze, XX.

kuit. Felloud a ra d’in rei d’an diveza-man kement ha d’id. (15) Daoust ha neo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in ? Pe daoust ha da lagad-te a zo fall, abalamour ma’z oun-me mâd ? (16) Evel-se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza ; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.

(17) Ha Jesus, o pignad da Jerusalem, a gemeraz he zaouzec diskibl a-gostez var an hent, hag a lavaraz dezhe : (18) Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar marô, (19) hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia ; mes an drede deiz e resussito.

(20) Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra-benag diganthan. (21) Hag hen a lavaraz dezhi : Petra a fell d’id ? Hi a lavaraz dezhan : Lavar ma vezo azezet an daou vab-man d’in, unan a-zeô d’id, hag egile a-gleiz, en da rouantelez. (22) Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit-hu eva ar c’halir ez an-me da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean- me beza badezet ? Int a lavaraz dezhan: Gallout a reomp. (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Gwir eo ec’h evfot va c’halir, hag e veot badezet gant ar vadiziant a behini e vezin badezet ; mes evit beza azezet a-zeô hag a-gleiz d’in, n’eo ket