Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
sant vaze, XX.

d’in-me hen rei ; kement-se na vezo roet nemed d’ar re da bere ez eo destinet gant va Zad.

(24) Pa glevaz an deg all an dra-ze e kemerjont kâs ouz an daou vreur-ze. (25) Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite. (26) Mes n’e ket evel-se eo e tle beza en ho touez ; er c’hontrol, piou-benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h. (27) Ha piou-benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, (28) evel ma’z eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.

(29) Hag evel ma’z eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h. (30) Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret : Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp ! (31) Hag ar bobl a c’hourdrouze anezhe evit ober dezhe tevel ; mes int a grie c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp ! (32) Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe : Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h ? (33) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, ra vezo digoret hon daoulagad deomp. (34) Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou-lagad, ha kerkent e veljont sclêr, hag ec’h heuljont anezhan.