Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
sant vaze, XX.

nien. (3) Mond a reaz c’hoas er meaz var-dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, (4) hag e lavaraz dezhe : It ive c’houi d’am gwinien, hag e roin deoc’h ar pez a vezo just. Hag ec’h ejont d’ar winien. (5) Mond a reaz er meaz adare e-tro ar c’houec’hved, hag an naôved heur, hag e reaz ar memeus tra. (6) Hag o veza eat er meaz e-tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe : Perag e choumit-hu aze hed an deiz hep ober netra ? (7) Int a respontaz dezhan : Dre n’eo deuet den e-bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe : It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just. (8) Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz : Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta. (9) Ar re a oa bet gopreet e-tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner. (10) Pa zeuaz ar re genta, e sonje dezhe e recevjent muioc’h ; mes ar re-man a recevaz ive peb a ziner. (11) Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a-enep ar pen- tiegez, en eur lavaret : (12) Ar re ziveza-ze n’ho deuz labouret nemed eun heur, hag ec’h euz lakeat anezhe ingal deomp-ni, pere hon euz douget ar beac’h euz an deiz hag euz an domder. (13) Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe : Va mignon, na ran gaou e-bed ouzid ; ha n’ec’h euz-te ket grêt marc’had ganen evit eun diner ? (14) Kemer ar pez a zo d’id, ha kea