Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
sant vaze, XVI.

ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl. (37) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e testumjont seiz panerad a damou choumet en ho dilec’h. (38) Hogen, ar re ho doa debret a oa pevar mil den anezhe, hep counta ar groagez hag ar vugale.

(39) Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.


CHABISTR XVI.


(1) Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl-benag euz an env. (2) Mes hen a respontaz dezhe : Pa vez deuet an abardaez, e livirit : Amzer gaer a rai, rag an oabl a zo rûz. (3) Ha diouz ar mintin : Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha rûz. Hipocrited ! c’houi a ôar anaoud diouz apparans an oabl ; ha na hellit-hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou ? (4) Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes ne vezo roet miracl e-bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit.

(5) An diskibien, en eur vond en tu all d’ar môr, ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe. (6) Ha Jesus a lavaraz dezhe : En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed. (7) O veza klevet kement-man, e rezonent hag e