Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
sant vaze, XV.

varaz : Gwir eo, Aotrou ! koulskoude ar chass bihan a zebr ar bruzun a gwez euz a daol ho mestrou. (28) Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Greg ! da feiz a zo braz ; ra vezo grêt d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur-ze.

(29) Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vôr Galile ; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.

(30) Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vûd, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus ; hag hen ho iac’heaz. (31) En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mûd o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet ; hag e c’hlorifient Doue Israel.

(32) Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri ; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent. (33) Hag heziskibien a lavaraz dezhan : A be lec’h ec’h helfemp-ni kaoud awalc’h a vara er vro dezert-man evit contanti kement a dud ? (34) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag e leverjont : Seiz, hag eun neubeut peskedigou. (35) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar. (36) Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he