Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
sant vaze, XV.

anezhe ; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall ; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.

(15) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Displeg deomp ar barabolen-ze. (16) Ha Jesus a lavaraz : Daoust ha c’houi ive a zo c’hoas hep intentamant ? (17) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas penaos kement a ia er genou a zisken er c’hov, hag a vez taolet el lec’hiou distro. (18) Mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, a zeu euz ar galon, hag an traou-ze eo ar re a souil an den. (19) Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou. (20) Setu eno an traou a souil an den ; mes debri hep beza gwalc’het he zaouarn na souil ket an den.

(21) Ha Jesus a ieaz ac’hane, hag en em dennaz e costeziou Tir a Sidon. (22) Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou-ze, a griaz, o lavaret dezhan : Aotrou, mab David ! bez truez ouzin ! va merc’h a zo gwall-dourmantet gant an drouk-spered. Mes hen na res pontaz ger e-bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret : Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon lerc’h. (24) Hag hen a respontaz : N’oun bet kasset nemed etrezeg an denved kollet euz a di Israel. (25) Neuze hi a dostaaz, hag en em brosternaz, en eur lavaret: Aotrou ! sicour ac’hanoun. (26) Hen a respontaz : N’eo ket mad kemeret bara ar vugale, hag hen teurel d’ar chass bihan. (27) Mes hi a la-