ar re goz ? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd. (3) Mes hen a respontaz dezhe : Ha c’houi, perag e torrit-hu gourc’hemen Doue dre ho tradition ? (4) Rag Doue hen deuz roet ar gourc’hemen-man : Henor da dad ha da vam; ha c’hoas : Piou-benag a lavaro malloz var he dad pe var he vam, ra vezo lakeat d’ar marô. (5) Mes c’houi a lavar : Piou-benag a lavaro d’he dad pe d’he vam : Kement am euz evit gallout da zicour a zo eun donezon consacret da Zoue, hennes na ranko ket henori he dad pe he vam. (6) Hag evel-se c’houi hoc’h euz diskaret gourc’hemen Doue gant ho tradition. (7) Hipocrited ! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : (8) Ar bobl-man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (9) Mes en vên eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou hag a zo gourc’hemenou tud.
(10) Hag o veza galvet ar bobl, hen a lavaraz dezhe : (11) Klevit ha comprenit an dra-man : N’eo ket ar pez a ia er genou eo a souil an den ; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den.
(12) Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan : Ha n’ec’h euz-te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret ? (13) Mes hen a respontaz : Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet. (14) Lest