Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
sant vaze, XV.

kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret : Ho pezet fizians ; me eo, n’ho pezet ket a aoun. (28) Ha Per a respontaz dezhan, o lavaret ; Aotrou ! mar d’eo te, ro urz d’in da vond d’az kavout var an doureier. (29) Jesus a lavaraz dezhan : Deuz. Ha Per a ziskennaz euz ar vag, hag a valeaz var an dour, evit mond da gavout Jesus. (30) Mes pa velaz e oa krenv an avel, e teuaz aoun dezhan ; hag evel ma commanse da anfonsi, hen a griaz, o lavaret : Aotrou ! Savetâ ac’hanoun. (31) Ha rag-tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan : Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz-te douetet ? (32) Ha pa oent pignet er vag, an avel a baouezaz. (33) Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret : E gwirionez, te eo Mab Doue.

(34) Ha goude m’ho doa treuzet ar môr e teujont e bro Jennezaret. (35) Ha pa ho doe tud al lec’h-se anavezet anezhan, e kassjont tud dre an holl vro-ze tro-var-dro, hag e tigassjont an holl dud klanv. (36) Hag e pedent anezhan d’ho lezel da douch hep-ken ouz ar bord euz he zae ; ha kement hini a douchaz outhan a oe iac’heet.


CHABISTR XV.


(1) Neuze Scribed ha Farizianed a zeuaz euz a Jerusalem da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : (2) Perag e tor da ziskibien-te tradition