Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
sant vaze, XVI.

lavarent enhe ho-unan : Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel-se. (8) Ha Jesus o c’houzout kement-se, a lavaraz dezhe : Tud a neubeud a feiz, perag e rezonit-hu enoc’h hoc’h-unan divarben n’hoch euz ket kemeret a vara ? (9) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz-hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet ? (10) Hag ive ar seiz bara euz ar pevar mil den, ha ped kestad ho poa dastumet ? (11) Penaos na gomprenit-hu ket, n’eo ket divarben bara eo e komzen, p’am euz lavaret deoc’h en em viret ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseed ? (12) Neuze e comprenjont penaos n’hen doa ket lavaret diwall ouz goell ar bara, mes ouz doctrin ar Farizianed hag ar Saduseed.

(13) Hogen Jesus, o veza deuet en douarou Cezare-Philip, a c’houlennaz digant he ziskibien, o lavaret : Piou a lavar an dud ez oun-me, me, Mab an den ? (14) Hag int a lavaraz : Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted. (15) Hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-hu ez oun-me ? (16) Simon Per a respontaz hag a lavaraz : Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beô. (17) Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan : Eürus oud Simon, mab Jona ; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kement-se d’id, mes va Zad pehini a zo en envou. (18) Ha me a lavar d’id ive, penaos ez oud Per (mean) ha var ar roc’h-man e savin va Iliz ; ha doriou an ifern na vezint