Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
sant vaze, XIII.

an dra-ze. He vevelien a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id ez afemp d’ho zenna ? (29) Hag hen a lavaraz : Nann, gant aoun en eur denna an ivre, na zic’hrizienfac’h ive ar gwiniz ganthan. (30) Lest-he ho daou da greski assambles beteg an eôst ; hag en amzer an eôst e livirin d’ar vederien : Tennit da genta an ivre, hag ereit anezhe a horzennou evit ho devi ; mes dastumit ar gwiniz em greuniel.

(31) Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark ; (32) houman eo ar bihana euz an holl hadou ; mes pa eo cresket, ez eo brassoc’h eged al louzou, hag e teu da veza eur wezen, en hevelep doare ma teu lapoused an env, hag e neiziont en he brancou.

(33) Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man : Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.

(34) Jesus a lavaraz an holl draou-ze d’ar bobl en parabolennou, ha na gomze ket outhe hep parabolen. (35) En hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet, en eur lavaret : Digeri a rin va genou en parabolennou, discleria a rin traou hag a oa kuzet abaoe crouidigez ar bed.

(36) Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti ; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret : Displeg deomp parabolen an ivre er