Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
sant vaze, XIII.

ket anezhan, an drouk-spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon ; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a-hed an hent. (20) Hag an hini hen deuz recevet an had el lec’hiou meinec, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a receô anezhan kerkent gant joa ; (21) Mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he-unan ; ne bâd nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerent scandalizet. (22) Hag an hini hen deuz recevet an had e-touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger ; mes sourciou ar bed-man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez. (23) Mes an hini hen deuz recevet an hâd en douar mâd, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri-ugent, ha darn all tregont.

(24) Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark. (25) Mes, e-pad ma oa kousket an dud, he enebour a zeuaz, hag a hadaz ivre e-touez ar gwiniz, hag a ieaz kuit. (26) Pa oe diwanet an had, ha deuet he frouez, an ivre en em ziskouezaz ive. (27) Mevelien ar pen-tiegez a ieaz neuze d’hen kavout, hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha n’ec’h euz-te ket hadet had mad en da bark ? A be lec’h eta e teu ma’z euz ivre enhan ? (28) Hag hen a lavaraz dezhe : Eun enebour eo hen deuz grêt