darn all tregont. (9) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(10) Hag he ziskibien a dostaaz, hag a lavaraz dezhan : Perag e komzez-te outhe dre barabolennou ? (11) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe. (12) Rag piou-benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h ; mes piou-benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz. (13) Dre-ze eo e komzan outhe dre barabolennou, rag o velet na velont ket, hag o klevet na glevont ket ha na gomprenont ket. (14) Evel-se eo accomplisset enhe profesi Izaias pehini a lavar : C’houi a glevo gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenfot ket ; o velet e velfot ha na ziferansfot ket. (15) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, hag ho daou-lagad ho deuz serret, gant aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, ha da gompren gant ho c’halon, gant aoun ne zistrofent, ha na zeufen-me d’ho iac’haad. (16) Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou-lagad hag a vel ha diouskouarn hag a glev. (17) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, kalz a brofeted hag a re just ho deuz c’hoanteet gwelet an traou a velit, ha n’ho deuz ket ho gwelet ; ha klevet an traou a gle- vit, ha n’ho deuz ket ho c’hlevet.
(18) Comprenit eta c’houi parabolen an hader : (19) an den a glev ger ar rouantelez, ha na gompren